Kemennoù diveskañ evit ar skol

E-giz a ouezit marteze hon eus laket boestoù e privezioù estaj ar skol (dor ziwezhañ a-zehou) a-benn diveskañ an dilerc'hioù a ginnigomp gwerzhañ diouzh o fouez evit arc'hantaouiñ hor skol, e kenlabour gant Terracycle: www.terracycle.frterracycle

Sed amañ ar c'hemennoù da c'houzout ar pezh a c'heller lakaat er boestoù-se hag ar pezh ne c'heller ket lezel.
Evel-just e c'hell an den bezañ gwall demptet da lezel pakadurioù heñvel ouzh re ar gwastilli, plastek pakadurioù tomatez-kerez da skouer, met ne vimp ket paeet tamm ebet ma n'ez eomp ket diouzh ar c'hemennoù.
Gallout a rit moullañ ar skritelloù-mañ hag o fegañ ouzh ho yenerez, en ho karrdi... e berr gerioù, e-lec'h ma rit an diveskañ.
Na chomit ket da dermal evit goulenn gant hoc'h amezeien, ho kenlabourerien kemer perzh ivez. Laouen e vint rak n'eo ket dilerc'hioù a vez talvoudekaet.

Yodoù - furmad pdf
Kreionoù - furmad pdf
Pakadurioù gwastilli - furmad pdf


Mod all e tastumomp ar gwiadoù ivez (dilhad, lienaj-ti...), e ratre c'hoazh pe kozh ha kement tra a varokinerezh (seier, botoù, gourizoù...) a-benn o gwerzhañ diouzh o fouez e dibenn ar bloavezh-skol.

Trugarez evit ho sikour da lakaat an holl draoù-se a-gostez evit hor skol !!!