Skoazell BEV

D'an 8 a viz Kerzu 2012 e oa bet bodet ur bagad tud eus Sant-Ervlan evit reiñ o ali a-ziwar sevel ur skol Diwan er gumun. An elfenn zo bet ganet goude bezañ gwelet e oa hor c'humun ar brasañ kêr e Breizh ha ne ginnige ket un deskadurezh divyezhek el live kentañ derez. Ha dav deomp, Ervliniz ac'hanomp, skoliata hor bugale e Naoned, gant ma ne oa kinnig skol divyezhek ebet e Sant-Ervlan. Engouestlet eo ar c'huzul-kêr evit diorren ar brezhoneg : sinet e oa bet ar garta "Ya d'ar brezhoneg ! » ganti e 2009.

An emvod kentañ (skol Diwan Sant-Ervlan)

Ha krouet DIWAN SANT-ERVLAN evit cheñch an traoù.

Digeriñ ar skol e miz GWENGOLO 2016 eo hor pal. Kadarnaet eo bet ez ofisiel gant tud e karg ar rouedad Diwan e 2014.

Ar rouedad Diwan hag Ofis Publik ar Brezhoneg zo dorn-ha-dorn gant ar gevredigezh abaoe ar penn-kentañ evit kas ar raktres war-raok.

Sinet eo bet ar gevrat-rouedad etre Diwan S.Ervlan ha rouedad Diwan e-pad Kendalc'h 2015

Digoret eo bet skol Diwan Sant-Ervlan dibaoe miz Gwengolo 2016.

Ar c’huzul skoazell adanvet BEV a gandalc’h da zastum arc’hant evit ma’z afe en dro ar skol. Sikour a reont da ziorren ar sevenadur brezhad er skol hag en diavaez. Peuliesañ a reont brud war ar skolioù Diwan ha war hini Sant-Ervlan dreist-holl.

Un dek bennak a dud zo oberiant enni hiziv.

Un degemer a vo roet da gement hini zo a-du gant emzalc'h Diwan, ar brezhoneg hag an divyezhegezh. Distag diouzh ar strolladoù politikel pe ideologel eo Diwan Sant-Ervlan.

Dedennet oc’h gant raktres Diwan, gant ar brezhoneg ha treuzkas ar yezh ha c’hoant ho peus da gemer perzh en un doare pleustrek ? Bugale ho peus? Bez' ho po? Deuit davedomp!

A-du emaoc'h gant hor raktres ? Toullomp an hent asambles !

 

An arc'hant

A-bouez bras eo dastum arc'hant er mare-mañ, evit ma 'z afe en dro ar gevredigezh hag evit espern peadra da baeañ frejoù boutin ar skol (feurm an ti, danvezioù-skol, arrebeuri, goproù an impliji nann-gelennerien…).

Teir hentenn a c'hellomp mont ganti evit-se : gouelioù sevenadurel, donezonoù hag ar yalc'hadoù evit a sell an diorren sevenadurel.

Gwerzh c'hoarielloù (skol Diwan Sant-Ervlan)

Izili ar gevredigezh a oa o werzhañ kozh c'hoarielloù er Foar hag o doa kemeret perzh e Marc'had Nedeleg Sant-Ervlan.

Diwar hon intrudu e oa bet aozet div nozvezh o kinnig krogadoù Kib ar Bed ar c'hoari mell-droad e miz Gouere 2014, gant displegadoù e brezhoneg !

Kemeret hor boa perzh e marc’had traoù-kozh war Plasenn Zola e Naoned, en "Dub Camp Festival" e Pentelloù (gwerzh krampouezh hag evajoù)…

Da vare Nedeleg : gwerzh chokolad !

Diouzh an tu all, lakaet hon eus war-sav doaeroù a-benn ober treuzvankadennoù miziek davet hor c'hont.

Nozvezh Kib ar Bed mell-droad (skol Diwan Sant-Ervlan)

Arabat gortoz warc'hoazh, a-bouez eo ober profoù hiziv !

  • Pe dindan stumm un donezon, forzh e vefe ar sammad arc'hant.
  • Pe dindan stumm un dreuzvankadenn.

Pellgargit ar follenn a-gevret mar-plij.

Posupl eo tennañ 66% eus ho profoù da zDiwan diouzh an tailhoù.Ur skrid CERFA a vo kaset deoc'h goude dibenn ar bloavezh.

 

Titouroù

It. Aline HÉRY, ken-presidantez

It. Floriane DELARUE, ken-presidantez

It. Emilie CHEVALLIER, teñzorourez

It. Barbara LE PALMEC, sekretourez

 

Sez sokial :

Brezhoneg evit ar vugale / BEV
Kuzul skoazell Skol Diwan Sant-Ervlan

12 bali / avenue de l’Angevinière
44 800 Sant-Ervlan

 

Darempred : Floriane DELARUE,
ken-presidantez kuzul skoazell.


Tél : 06.79.16.17.89 // This email address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.

 

www.diwan-santervlan.fr