Ar greizenn stummañ Kelenn

 

Digoret e oa bet KELENN, kreizenn stummañ ar skolioù DIWAN e 1997. E 1998 he doa kemeret ar greizenn an anv a Ensavadur Meur a Stummadur Pedagogel ha degemer a ra bep bloaz ur 150 stajiad bennak o tont d'en em stummañ.

Kinnig a ra KELENN ur stummadur kentañ d'an danvez-kelennerien ar skolioù, 15 anezho bep bloaz, a-raok ma vefe fiziet enno kiriegezh ur c'hlasad. Aozañ a ra stajoù evit prientiñ kenstrivadeg Kelennerien ar Skolioù ha tremen an diplom a ya da heul. Ober a ra war dro stummadur dibaouez kelennerien ar c'hentañ hag an eil derez.

Liesseurt eo palioù pep stummadur :

 

  • degas danvez-mistri ha kelennerien DIWAN d'al live yezh ret evit kelenn e brezhoneg ;
  • reiñ dezho an diazezoù pedagogel a rankont kaout evit lakaat e pleustr en o c'hlas un doare kelenn a zere ouzh ezhommoù ha spioù ar skolidi hag a glot gant un hentenn a zegouezh dezho o-unan ;
  • stummañ anezho d'ar c'helenn divyezhek en ur yezh vinoraelet ha d'ar soubidigezh yezhel evito da vezañ oberourien raktres skol DIWAN ha da gemer perzh en e emdroadur ;
  • prientiñ anezho da verañ an holl zarempredoù a ya d'ober buhez ur skol hag a levezon he mont war-raok.

 

AR STUMMADUR WAR AR BREZHONEG

A-bouez bras eo ar stummadur war ar brezhoneg. Alies n'o deus ket bet tro an danvez-skolaerien a grog gant o stummadur da heuliañ un hentenn deskiñ gouest da gas anezho betek al live brezhoneg a zo ezhomm evit reiñ ur gelennadurezh liesdanvez er yezh-mañ.
Ret eo kinnig a-hed an daou vloaz stummadur kentañ ur plas bras d'ar c'helenn-mañ neuze. 410 eurvezh war ar brezhoneg a vez roet e-pad ar stummadur diazez. Pouezus eo ivez reiñ an digarez da gelennerien a zo o vont da gelenn danvezioù disheñvel e brezhoneg da gaout ur stummadur a gemer skouer war ar soubidigezh yezhel. Ar stummadur war an danvezioù hag an didaktelezh a vez roet evit un drederenn anezhañ e brezhoneg. Mat e vo lakaat ar c'hementad-mañ da greskiñ hag evit en ober e ranko KELENN klask ar genlabourerien gouest da seveniñ e raktres.

AR STUMMADUR PEDAGOGEL

Pal kentañ KELENN eo reiñ d'ar stajidi diazezoù pedagogel a sikouro anezho da zibab en o c'hlas ur bedagogiezh dre "an ober". Met petra a ya d'ober ur bedagogiezh dre "an ober" ?
Dibab ur bedagogiezh dre an ober a zegas ar skolaer da frammañ e glas evit sikour ar bugel d'ober, da zizoleiñ e-unan ha da vezañ mestr war an deskoni. Met daoust hag-eñ e vefe bet posupl da GELENN diouzh un tu kinnig d'ar stajidi kentelioù da lonkañ hepken ha diouzh un tu all aliañ anezho da zibab ur bedagogiezh dre an ober ? An dra-mañ 'vefe neuze heuliañ ar c'hrennlavar :"gra ar pezh a vez lavaret ganin, met na rez ket ar pezh a vez graet ganin" ! Ar pal eo lakaat ar stajidi da vevañ o stummadur war un doare oberiant, dezho da zizoleiñ ar blijadur da labourat, e-barzh ur skipailh, ar blijadur da sevel raktresoù mestroniet ganto penn-da-benn. Aesoc'h 'vo dezho goude, pa vint e karg eus ar c'hlasad, kemer e kont plijadur hag emrenerezh ar vugale.

AR STUMMADUR WAR AR C'HELENN DIVYEZHEK

En ur zigeriñ e skol gentañ en 1977 en deus digoret DIWAN chanter an deskadurezh divyezhek e Breizh war un dro. Dister e oa an traoù war dachenn ar binvioù hag ar stummañ. A-drugarez d'ar perzh a zo bet kemeret gant an holl re o deus kredet e-barzh ar raktres ez eus bet tu da welaat an anaoudegezh hag an implij eus ar soubidigezh. Evit kenderc'hel gant an hevelep hent e ranker derc'hel ar chanter digor bepred ha pinvidikaat anezhañ gant disoc'hoù an enklaskoù, ar stummadur, an nevezadur. Ar gefridi-mañ a rank bezañ diazezet war un dro war stad an traoù e Breizh, er skolioù DIWAN dreist pep tra, ha war un anaoudegezh ledan eus ar c'helenn divyezhek e-lec'h ma vez dioutañ.

Liesseurt eo kefridioù KELENN ha mont a reont alies dreist da dachenn ar stummadur evit mont etrezek hini an enklask.

 

Contact

Adresse:
3 straed Vañde / 3 rue de Vendée
29000 KEMPER

E-mail: This email address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.

Téléphone: 02 98 95 55 99

www.kelenn.fr

 

mammenn : www.diwan.bzh et www.kelenn.fr