KDP Sant-Ervlan

D'an holl familhoù c'hoant ganto kaout ur skoliata e brezhoneg d'o bugale eo digor ar skol Diwan, forzh pehini e vefe o orin sokio-micherel, o soñjoù a-fet prederouriezh pe politikerezh. Digoust ha digor d'an holl eo ar skol.

Dre m'eo kevredigezhel ar skol eo bodet an holl dadoù ha mammoù er KDP (Kevredigezh an Deskadurezh Pobl). Diwar oberoù a-youl-vat ar familhoù e vev ar skol ; dre-se en em ouestl pep familh da reiñ un tamm eus hec'h amzer evit oberoù a bep seurt.

Gant an tadoù hag ar mammoù eo dilennet ar c'huzul-merañ. Merañ melestradurezh ar skol eo kefridi ar KDP : tuta ar c'hopridi ankelenn (SASM), merañ ar budjed mont en-dro (feurm), kantin... 

Gant ar KDP ivez e vez graet war-dro ar c'hehentiñ a denn da vuhez ar skol.

Ur wech ar miz da nebeutañ en em vod ar C'huzul-merañ. Da bep tad pe vamm, da bep kelenner eo digor. E dibenn ar KM e vez skignet ur rentañ-kont da gelaouiñ an holl familhoù.

 

Izili ar burev

 

Prezidant : Erwan STEPHAN - Darempred

Teñzorourez : Lucie MEDARD - Darempred

Sekretourez : Alice LE COCQUEN - Darempred

Bessekretour : Sylvain LE SOZ - Darempred

 

E karg eus ar c'hantin :  Yasmina THONIER - Darempred

Mestr-gwiad : Sylvain LE SOZ - Darempred

 

Darempred

Adresse:
2 bis bali Henri Farman 44800 SANT-ERVLAN
Tél : 02 40 63 74 55

Contacter l' AEP par mail

 

www.diwan-santervlan.fr