An divyezhegezh dre ar soubidigezh

E Diwan e ya ar skol-vamm en-dro e brezhoneg penn-da-benn. An deskoniadurioù diazez: al lenn, ar skrivañ hag ar jediñ a vez kaset da benn e brezhoneg. Ar gouiziadurioù tapet a vez, da c'houde, treuz-kaset e galleg hep ket poan ouzhpenn er c'hentañ derez. Deskiñ lenn zo deskiñ lenn atav ne vern e pe yezh e ve bet desket. Holl vuhez ar skol eo a zo brezhonek. N'eo ket ar brezhoneg yezh ar c'hlas hepken, yezh ar vuhez kevredigezhel eo ivez.

Er skolaj evel el lise ez eo ar brezhoneg yezh an darempredoù kevredigezhel hag hini an darn vrasañ eus an danvezioù kelennet. Implij ar saozneg evit kelenn danvezioù zo a gloka an hentenn efedus-mañ a zeskiñ yezhoù. Dibarder he c'helennadurezh a ra eus Diwan an hentenn nemeti oc'h ober gant ar brezhoneg evel yezh darempredoù hiziv an deiz, d'an holl liveoù, er vuhez skolel ha kevredigezhel. Implij ar saozneg evit kelenn danvezioù zo a gloka an hentenn efedus-mañ a zeskiñ yezhoù. Un dra ret eo evit reiñ d'ar brezhoneg ar chañsoù gwellañevit ma chomo ur yezh vev barrek da grouiñ, talvoudus evit dazont ar Vretoned ha neket evit talvezout hepken da verker personded a vije lakaet war wel hep he mestroniañ pe hep ober ganti.

 

Ur strategiezh : ar soubidigezh

Lakaet eo bet anat gant ar c'hlaskoù skiantel pegen pouezus eo kement tra desket abred evit kaout anaoudegezhioù ha barregezhioù a-hed ar bloavezhioù-skol. Bez' e vez ar bugel evit gwir en e greñvañ evit deskiñ pa vez yaouank. Rak er bugaleaj abred e vez, evit ar pep brasañ, diorroet an empenn hag an ampartiz speredel. Pinvidigezh ha liesstumm ar broudoù diavaez o devo war-lerc'h ur roll pouezus e gouestoni pep hini da dapout ha da ziorren anaoudegezhioù. Etre 0 ha 6 vloaz e gwirionez e tlefer degas dezho meur a dra da zeskiñ. D'an oad-se e vez digor spered ar bugel; deskiñ a ra hep poan. Ar pezh a zo gwir evit an danvezioù diazez a zo gwir ivez evit ar yezhoù.
Abred-tre neuze e rankfer deskiñ ur yezh all. Hag ar gwellañ tra 'vefe kregiñ ganti e diabarzh ar familh.
Kemer a raio an divyezhegezh abred ur stumm e-touez ar re-mañ :

 

  • Tad/mamm (da skouer brezhoneg hepken gant an tad, galleg gant ar vamm)
  • Tud ar vugale/tud diavaez
  • Tud ar vugale/skol-vamm

 

Gant ar c'helenn dre soubañ, kroget gantañ tregont vloaz 'zo e Bro-Ganada, ez eus ur respont mat d'hor pal : krouiñ un divyezhegezh abred en un endro yezhoniel (hon hini) m'eo e verk kentañ an digempouez bras etre an div yezh. Implij ar brezhoneg hepken er skolioù betek ar CE zo e bal reishaat an digempouez-se.

Desket 'vez an danvezioù diazez hep implijout ar galleg (hep treiñ neuze), ar pezh a vefe diaesoc'h evit ar vugale ha didalvoud. Paradoks ar soubidigezh eo : dont a reer da vezañ divyezhek dre an unyezhegezh.

N'eo ket pennreolenn ar soubidigezh kelenn ar yezh eviti-hec'h unan; implijout anezhi evel benveg deskiñ e danvezioù liesseurt, ne lâran ket. Ne vez ket desket ur yezh gant ur bugel ma ne oar ket da betra e servij. Disheñvel 'vez e emzalc'h pa vez implijet ar yezh evel benveg da bakañ anaoudegezhioù.

Ar merk all eus ar c'helenn dre soubañ a gas ur respont d'hor pal a zivyezhegezh abred eo e stankter. Ma vez rebechet an diouer a efedusted e kelenn ar yezhoù estren pe eilyezhoù, ez eo peogwir e vez astennet ar c'helenn : nebeut a eurvezhioù e-pad 7 vloaz. Met na faziomp ket : pal ar c'helenn-se n'eo ket kas an dud da vezañ divyezhek ivez...

 

 

source : www.diwanbreizh.org