Foar ar goulennoù

Ha n'eo ket a-enep natur skoliata ur bugel ma n'eo ket ar brezhoneg yezh e familh ?
Muioc'h eget 70% eus tadoù ha mammoù bugale Diwan n'int ket brezhonegerien. Divyezhek e teu an holl vugale-se da vezañ koulskoude. Naturel eo evit ur bugel ober gant div yezh. N'eo ket dinatureloc'h sevel ur bugel e div yezh eget e lakaat da zeskiñ seniñ piano ..... zoken ma n'eus ket muzikerien eus e dud.

Bezañ divyezhek ? Ya, met abalamour da betra e brezhoneg ?
Abalamour m'eo ar brezhoneg ul lodenn eus an endro, ar sevenadur en-dro d'ar bugel. Dre ober bemdez gant div yezh, e c'heller keñveriañ, sevel goulennoù ha kompren mat reolennoù sevel ur yezh. Kement-mañ zo efedus-tre evit deskiñ un teirvet hag ur pedervet yezh er skolaj.

Ha tu zo din enskrivañ ma bugel e Diwan hag eñ bet er skol-vamm e galleg ?
Posupl eo, ya, gant ma vo taolet pled ouzh traoù 'zo. Komzit gant ar skolaer.

Petra 'c'hoarvezo ma 'z a kuit ar familh d'ur vro all ?
Ma vez diskroget eus ar skol e derou ar c'hentañ derez, e c'hell ur bugel kaout kudennoù evit ar galleg e-pad ur pennad. Diskoulmet 'vo an traoù buan a-walc'h dre gaozeal gant ar skolaer nevez hag heuliañ mat ho pugel.

Ha ne vo ket mesket an div yezh gant ma bugel ?
A-wechoù 'vo. Gouzout a raio ar bugel avat, muioc'h eget ar re all, ez eo ket tidel arouezioù ar yezh (sellet ouzh prezegenn C. Hagège). Kompren a raio (ar pezh na ra ket kalz a dud unyezhek en oad) n'eus keñver naturel ebet etre, lakomp, ar ger " maison " hag an dra (ti), a c'heller envel kenkoulz " ti ", " house ", pe " Haus ". Dre ar strivoù a raio evit chom hep meskañ an div yezh, e vo aesoc'h dezhañ deskiñ yezhoù all. Pa savo ur goulenn en ho penn, n'ho pezit ket aon da gaozeal gant ar skolaer.

Daoust-hag-eñ en devo ma bugel diaesterioù e galleg ?
Diskouezet 'vez ar c'hontrol gant ar priziadurioù e bro-Frañs a-bezh (CE2 ha 6vet): dre vras e vez uheloc'h disoc'hoù bugale ar skolioù Diwan eget keidenn Bro-Frañs.

Mon enfant n'aura-t-il pas du mal à s'insérer auprès d'autres enfants monolingues ?
Il cherchera bien entendu à fréquenter les enfants de sa classe. Il sera fier de savoir s'exprimer en deux langues mais ne se sentira pas différent des enfants du quartier avec lesquels il ira à la piscine, à l'éveil musical .....

Ha ne vo ket diaes d'am bugel en em lakaat gant bugale unyezhek ?
Evel-just, e klasko daremprediñ bugale e glasad. Lorc'h 'vo ennañ o c'houzout ober gant div yezh; n'en em santo ket disheñvel avat diouzh bugale e garter ma 'z aio ganto d'ar poull-neuial, da zeskiñ sonerezh...

N'omp ket brezhonegerien. Ha tu 'vo dimp heuliañ hor bugel er 1añ derez ?
Ya, diskouezet 'vez dre skiant-prenet. Bevet 'vez kement-mañ er skolioù gant tadoù ha mammoù all. Posupl e vo dezho komz ganeoc'h. Alioù a c'hallot kaout digant ar skolaerien. Prantadoù studi diouzh an noz a zo e skolioù 'zo. Goulennit digant an AEP. Ouzhpenn-se, e c'houlennit strivoù digant ho pugel, strivoù diouzh ho tu zo d'ober ivez. Talvezout a ra ar boan ha neuze e welo ho pugel ez oc'h troet da vat gant ar choaz ho peus graet

 

sources : www.diwan.bzh , www.kelenn.fr et www.diwanlannuon.bzh