Perak Diwan ?

 

E 1977 e Lambaol-Gwitalmeze e voe digoret gant Diwan, kevredigezh hervez lezenn 1901, he skol-vamm gentañ e brezhoneg diwar skouer an Ikastolak (Bro Euskadi) hag ar skolioù Meithrin (Bro Gembre).

Ar brezhoneg

Ma 'z eus eus ar skolioù Diwan, ez eo peogwir ez eus eus ar Brezhoneg. Yezh vev, ganti ur sevenadur dre gomz ha dre skrid heb e bar, hêrezh ar Gelted e Europa abaoe 2000 vloaz. Yezh ur vroad mestrez war he zachenn betek ar 15vet kantved, ha komzet en 9vet kantved e gourenez Arvorig a-bezh.

E 1900 e vraskonte Sebillot niver ar vrezhonegerien : 1.300.000; hiziv emaomp e-tro 250.000. Un niver bras a-walc'h ma keñverier gant an holl yezhoù bihan e Europa ar c'hornôg (un daou-ugent bennak a zo !) : eus 150.000 komzer evit ar re na vezont ket komzet kalz betek 2 vilion hanter evit ar re komzet ar muiañ. Meur a hini, nebeutoc'h a gomzerien dezho evit e Breizh, anavezet ez-ofisiel avat, n'ez eont ket war-gil ken, war-raok ne lavaran ket.

Gant Diwan e sav ar goulenn : ha bev e chomo ar brezhoneg ? Evit ma tremenfe hor yezh d'ar rummadoù da zont e vefe ret kaout ur youl bolitikel start, er media, er vuhez foran e Breizh. A-hend-all, e c'hallfe ar redadeg a-enep an amzer bezañ kollet hag un elfenn a-bouez eus an danvez keltiek a yafe da dra gurius e ti an dielloù. Met a-dreñv ar brezhoneg e-unan, e vefe taget un diazez eus an demokratelezh hag an doujañs dleet dezhi. Difenn ar brezhoneg a dalv bezañ tommoc'h ouzh an disheñvelder eget ouzh an unvanadur, ouzh al liesdoare eget ouzh an untonelezh.
Lennit prezegenn Claude Hagège, kelenner e Skolaj Bro-Frañs (28/05/1988).

 

mammenn : www.diwanbreizh.org