Ar c’hantin

Gant Yezhoù ha Sevenadur eo aozet ar pretierezh ha gopridi ar KDP a servij anezho.

E karg eus ar c'hantin : Yasmina 

Bep sizhun e vez urzhiet ar predoù d'hor pourchaser Restoria. A-raok al Lun merenn a-benn ar sizhun a zeu ez eus da gas hon urzhiad.

Ma vez ezvezant ho pugel e vo fakturennet pred an devezh. Diskontet e c'hello bezañ ar predoù a vo goude, gant ma vo kelaouet ar skol a-raok kreisteiz ar 1añ devezh ezvezañs.

Nullañ predoù : a-benn nullañ ur pred pe meur a hini er sizhun a zeu (S+1) : kelaouiñ dre bostel a-raok Gwener noz ar sizhun war red (S).

Evit an allergiezhioù bouedel, kadarnaet gant ur Protokol Allergiezh Bouedel (PAB), e c'hello bezañ kaset o boued gant ar vugale.

 

Ur gudenn evit ar fakturenniñ ? Kit e darempred gant ar servij