An dudi evit ar vugale

DDHH Nelson Mandela - Degemer Dudi Hep Herberc'h Sant-Ervlan

Straed ar Zambezi 44800 Sant-Ervlan
Pgz : 02 28 25 27 23 - lec'hienn internet


PETRA EO ?

Ur prantad plijus, evit diskuizhañ eo da gentañ-holl, ul lec'h desavadurel hag evit dizoleiñ eo ivez. Taolet e vez evezh-bras gant ar skipailhoù ouzh luskoù-buhez ha dibaboù ar vugale. Diouzh oad ar vugale eo aozet an egorioù hag an devezhioù.

D'ar Merc'her hepken : degemer war ar penn-devezh, gant ur pred, etre 11e45 ha 5e (betek 6e e c'heller chom).

D'ar Merc'her e vez graet war-dro ar vugale gant buhezourien e fin ar c'hlas ha kaset int d'an DDHH, gant ar c'harr-boutin pe war droad. War-eeun en DDHH ez a an tadoù hag ar mammoù da gerc'hat o bugale.


EVIT PIV ?

E-pad ar bloavezh-skol : ar vugale adalek m'o deus tapet o 3 bloaz betek ar KE2

E-pad an hañv : bugale betek 12 vloaz.
Vaksinet e tle bezañ ar vugale (DT Polio dre ret)


PENAOS ?

Muioc'h a ditouroù amañ


Darempredoù

Renerezh an Deskadurezh
47 bis bali ar Baraudière
BP 50167
44802 Sant-Ervlan cedex
Pgz 02 28 25 26 39
education(at)saint-herblain.fr