Eurioù

Eurioù digeriñ ar skol : 

Lun, Meurzh, Yaou, Gwener adalek 7e30 mintin betek 6e30 abardaez.

Merc'her, adalek 7e30 betek 12e00.

Eurioù ar c'hlas :

Lun, Meurzh, Yaou, Gwener adalek 8e45 betek 12e00 hag adalek 1e45 betek 4e.

Merc'her adalek 8e45 betek 11e45.

Gant ar re vihan hag ar re grenn ez eus ur prantad kousk-aez adalek 1e betek 2e30.

Eurioù an ehanoù-c'hoari :

Skol-vamm : adalek 10e30 betek 11e00 hag adalek 3e betek 3e30.

Digor eo ar skol d'ar skolidi na'z eont na d'an diwallerezh na d'ar c'hantin 10 munutenn a-raok ar c'hlas ha 10 munutenn goude ar c'hlas.

Kemmoù eurioù

Kemmoù a c'hell bezañ graet d'an eurioù evit oberoù dibar. Daou zevezh a-raok da nebeutañ e vo kelaouet ar familhoù gant ar c'helenner pe ar renerezh.


NV : da 8e45 eo serret ar gloued evit abegoù surentez.
Evit ar pred merenn ne vo digoret nemet d'an eurioù-mañ : etre 11e45 hag 1e15 da zegemer bugale ar skol-vamm.