Diwallerezh

Etre 7e30 hag 8e15 mintin hag etre 4e10 ha 6e30 abardaez ez eus un degemer troskol (diwallerezh).

O adeverenn evit o bugale a ranko bezañ pourchaset gant tud ar vugale.

Ur c'houst zo d'an diwallerezh. Ur priz treziadek a 2€ zo evit pep prantad degemer (mintin pe arbadaez).

Miziek eo fakturenn an diwallerezh.

Ur gudenn evit ar fakturenniñ ? Kit e darempred gant ar servij

Gant tud ar vugale e vo goulennet kargañ ur follenn ragenskrivañ evit troskol an distro-skol, deomp da rakjediñ an niver a implijidi ret diouzh an niver a vugale. Emgefre e vo enskrivadur ur bugel war al listenn pa vo en diwallerezh.

N'eus nemet an dud aotreet a c'hell mont da gerc'hat ar vugale ; ret eo sinañ ar marilh bezañs pa ya an den kuit.

Ur servij diret ha da baeañ eo an diwallerezh, aozet gant ar KDP eo. An degemer a vo roet diouzh ma vo doujet ouzh reolennoù ar mont en-dro. Ma vez meur a gudenn vras (emzalc'h ar bugel, fakturennoù nann paeet) e c'hello bezañ divizet chom hep degemer ar bugel evit ur prantad. Ma vez dleoù war familhoù ouzh ar skol ha ma vez ret dezho dilojañ e vo roet un testeni ezrollañ, warnañ meneg an dle-se.

N'eus ket a ziwallerezh d'ar merc'her merenn, abalamour da se e rank an tadoù hag ar mammoù mont da gerc'hat o bugel da 11e45.