Retrouvez-nous aux portes ouvertes, les

09/02/2018 : 17h – 19h

& 10/02/2018 : 10h – 13h

Adresse : 2 bis allée Henri Farman, 44800 Saint-Herblain

Tél. fixe : 09 62 50 70 73
Tél. portable : 07 69 11 87 44

Email

L’immersion en 7 questions pour les portes ouvertes Diwan

Retrouvez ci-dessous 7 questions récurrentes abordées lors des portes ouvertes.

1- Qu’est-ce que Diwan ? Petra eo Diwan ?

C’est une école associative, de la maternelle au lycée, qui pratique la pédagogie par immersion conduisant l’enfant à un bilinguisme breton français équilibré.

Ur skolgevredigezhel eo, laik, digoust ha digor d’an holl, eus ar skol-vamm d’al lise, a vez kelennet enni hervez ar bedagogiezh dre soubidigezh evit degas ar vugale d’an divyezhegezh — brezhoneg galleg — kempouez.

 

2- Qu’est-ce que l’immersion ? Petra eo ar soubidigezh ?

C’est une stratégie d’apprentissage qui privilégie à un moment propice (maternelle, CP) l’intensité de l’utilisation du breton pour parvenir rapidement à une maîtrise naturelle de la langue.

Ur strategiezh kelenn eo hag a ro ur plas bras d’ar brezhoneg, d’ar mare a zere (skol-vamm, CP), evit tapout buan ur mestroni naturel war ar yezh.

 

3- Pourquoi l’immersion ? Perak ar soubidigezh ?

Pour ses résultats et pour sa souplesse. Le but est d’arriver rapidement et de manière précoce à une utilisation de la langue comme outil d’apprentissage. Elle permet ensuite à l’enfant de vivre dans deux langues. L’enfant apprend la langue en l’utilisant. Cette méthode crée un environnement favorable pour acquérir la langue de manière non contraignante.

Evit talvoudegezh he disoc’hoù ha peogwir eo soupt hec’h implij.Ar pal eo dont a-benn buan hag abred da implij ar yezh evel benveg kelenn. Rein a ra tro d’ar vugale goude-se da vevan e div yezh. Dre implij anezhi an hini eo e teskont ar yezh. Krouet e vez gant ar soubidigezh un endro hag a lak ar vugale barrek da zeskiñ ar yezh hep na vefe ur gwall samm.

 

4- Etre bilingue, oui, mais pourquoi en breton ? Bezañ divyezhek, ya, met perak e brezhoneg ?

C’est un choix culturel. La langue bretonne fait partie de l’héritage culturel dont nous pouvons être fiers. Elle donne accès à un patrimoine riche. Même si son utilisation tend à reculer depuis quelques décennies, elle reste une langue du quotidien qui a su s’adapter à la vie contemporaine. Et puis, les langues étrangères sont aussi au programme, dès le primaire et bien sûr dans le secondaire.

Ur choaz sevenadurel eo. Ar brezhoneg a zo ul lodenn eus an herezh sevenadurel a c’hellomp bezañ fier anezhi. E c’heller mont drezañ betek ur c’hlad pinvidik. Daoust ma ya e implij war zisteraat abaoe un nebeud degadoù a vloavezh-ioù e chom ur yezh eus ar pemdez hag a zo bet gouest d’en em ober diouzh ar vuhez a-vremañ. Ar yezhota estren a zo er programoù ivez ouzhpenn-se, azalek ar C’hentañ Derez hag en Eil Derez ivez, evel-just.

 

5- Mon enfant ne parlera-t-il que le breton à l’école ? Ma bugel ne gomzo nemet brezhoneg er skol ?

En maternelle et au CP, l’enseignement s’effectue uniquement en breton ; la pratique de la langue est encouragée en dehors de la classe (récréation, cantine, garderie) mais les enfants peuvent librement s’exprimer en français.

Er skol-vamrn hag e CP eo e brezhoneg hepken e vez graet skol ; en diavaez eus ar c’hlasoù (ehanoù, kantin, diwallerezh…) e reer a seurt ma c’hellfe ar vugale ober gant ar brezhoneg met komz galleg a c’hellont ma karont.

 

6- Oui mais, apprendra-t-il bien le français ? Deskiñ a ray trawalc’h a c’halleg ivez ?

Il l’utilise déjà au quotidien. Ce qu’il convient de lui apporter c’est une connaissance approfondie et maîtrisée de la langue. Pour y parvenir l’étude du français est introduite en CE1, puis prend une place de plus en plus importante jusqu’au CM2. Les objectifs de maîtrise de la langue française sont les mêmes que dans toutes les autres écoles.

Bemdez e ra gant ar galleg dija. Ar pezh a zo da zegas dezhañ zo un anaoudegezh don hag ur estroni war ar yezh. Evit se e kroger gant studi ar galleg e CE1 ha kreskiñ a ra plas ar studi galleg betek ar CM2. Heñvel eo ar palioù a-fet mestroniañ ar galleg ouzh re an holl skolioù all.

 

7- Nous ne parlons pas le breton. Pourrons-nous assurer le suivi scolaire ? Ne gomzomp ket brezhoneg. Barrek e vimp da heuliañ labour hor bugel ?

C’est le cas de la majorité des parents. Si vous vous ne parlez pas breton, votre enfant, lui, le comprend et peut vous restituer son travail en français. Il sait aussi transposer en breton les explications que vous lui donnez en français. Le plus important pour lui, c’est la motivation et l’encouragement que vous saurez lui apporter en expliquant votre choix de projet éducatif. De plus, les enseignants sont présents pour vous apporter aides et conseils.

Evit an darn vrasañ eus ar familhoù eo heñvel. Ne gomzit ket brezhoneg met ho pugel a ray, ha ouest  vo da zisplegañ deoc’h e galleg peseurt labour en do d’ober er gêr. Barrek e vo ivez da dreuzkas e brezhoneg an displegadennoù ho po roet dezhañ e galleg. Ar pep pouezusañ evitañ eo reiñ c’hoant dezhañ da zeskiñ ha kalonekaat anezhañ en ur zisplegañ dezhañ peseurt choaz raktres desavadurel a zo bet graet ganeoc’h evitañ. Ar skolaerien a vez aze ouzhpenn-se evit skoazellañ ha reiñ alioù deoc’h.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Télécharger ici le flyer des portes ouvertes 2018